E-pad ar vakañsoù, e-kreiz ar Menez Are, e kej Elin gant Tomis evit ar wech kentañ. Ar paotrig a zo o c’hoari gant ur sarpant-nij war-grec’h Tuchenn Gador, asambles gant ur maligorn hag a oar komz, Troker e anv. Elin a zizolo neuze n’eo ket nemet c’hoari a reont, met klask mont betek penn ur gwir gefridi pouezus : saveteiñ loened ar vro deus ur gwallzarvoud ekologel war-nes c’hoarvezout. Ha dont a rint a-benn da wareziñ anezho ?
Ur gontadenn vrav, ekologel. Tresadennoù Nolwenn Languille (akrilik war koad) a zo ur meskaj kaer etre gwir gweledvaoù ar menez Are ha tudennoù koant, fentus ha burzhudus.
Sarpantoù-nij Tuchenn Gador
Collection / Dastumad
Eline et Tomis
Auteurs / Skrivagnerien
Patrice Manic (testenn)
Nolwenn Languille (tresadennoù)
Gwenael Dage (troidigezh)
Caractéristiques / Spisverkoù
Ment : 21 x 21 cm, 48 pajenn, keinet.
ISBN 978-2-37133-050-4
Embannet e miz Even 2015.
Acheter le livre / Prenañ al levr
En français / E galleg