top of page
Loened Breizh

Breizh hag he aodoù dispennet, he stêrioù hag he c’hoadoù, a zo ur gwir baradoz evit loened a bep seurt, a-wechoù divoutin. Petra a vez debret gant an dourgi ? Pelec’h e vez gwelet poc’haned boutin ? Pet vi e c’hell dozviñ an eog ?

Christophe Boncens a ginnig dizoloiñ un dibab loened boutin arouezel, pe e vefe un amprevan bihan pe ur bronneg-mor divent, evit gouzout hiroc’h diwar-benn hon endro. Ul levr dave e brezhoneg penn-da-benn, pedagogel, m’eo taolennet ha treset pep loen en un doare sklaer ha resis ennañ, evel ma oar ober Christophe Boncens gant livioù flamm, tresadennoù ront ha dous hag a zesach ar vugale.

 

7 familh loened : Laboused-mor ; Loened ar mor ; Loened ar c’hoadoù ; Loened ar stêrioù hag ar stankoù ; Amprevaned ; Loened al liorzh ; Loened an ti-feurm.

Loened Breizh

19,00 €Prix
  • Auteurs / Skrivagnerien

    Christophe Boncens (testenn ha skeudennoù)

    Drian Bernier (troidigezh)

  • Caractéristiques / Spisverkoù

    Ment : 22 x 28 cm, 112 bajenn, keinet.

    ISBN : 978-2-84346-621-2

    Embannet e miz Du 2013.

  • Acheter le livre / Prenañ al levr

bottom of page