Kalon ruz Brekilien

O pourmen e koad Brekilien e kej Elin ha Tomis gant Marzhin ar strobineller, evit gwir ! Stumm ur valafenn a zo gantañ. Fiziañ a ra dezho ur gwir kefrifi dibar : fuloret eo-eñ gant an holl profoù lous ha dister a vez laosket war e vez, ha dav eo da Elin ha Tomis cheñch an traoù ! Eurüs a-walc’h e vint sikouret gant mignoned dezho, ar c’horriganed, hag ivez gant kornandonezed ar c’hoad, Morgana ha Ninian… Daoust hag-eñ e teuio an daou vugel a-benn da strobinellañ ar maj ?

 

Ur gontadenn vrav, ekologel, e-lec’h ma vez kejet gant tudennoù eus mojennoù Brekilien. Tresadennoù Nolwenn Languille (akrilik war koad) a zo ur meskaj kaer etre gwir gweledvaoù koad Brekilien/Pempont hag harozed koant ha livet splann ijinet ganti.

Kalon ruz Brekilien

12,00 €Prix
  • Collection / Dastumad

    Eline et Tomis

  • Auteurs / Skrivagnerien

    Patrice Manic (testenn)

    Nolwenn Languille (tresadennoù)

    Drian Bernier (troidigezh)

  • Caractéristiques / Spisverkoù

    Ment : 21 x 21 cm, 48 pajenn, keinet.

    ISBN 978-2-37133-001-6

    Embannet e miz Even 2014.

  • Acheter le livre / Prenañ al levr

  • En français / E galleg